This is a Clilstore unit. You can .
Setu, penaos 'm eus bet desket brezhoneg? 'M eus ket gouezet pezavare oa bet kroget an deskadurezh-se peogwir me oa bet ganet ba Pluwenn er bloavezh nav ha dav-ugent Hag e oan bet ganet e ti ma zud-kozh, ganet er gêr. Ma zud-kozh evel-just a oa brezhonegerien a-vihanik. Hag em eus... on bet soubet e-barzh ar vuhez a oa d'ar mare-se, ar vuhez war ar maez Ma zud-kozh a oa peizanted, tud o labourat an douar. Ha deus tu ma mamm e oant bigoudenned Da lâret eo o chom ba vro vigoudenn Deus tu ma zad e oant glaziked E-kichen Kemper, Landrevarzeg Setu aze dija d'ar mare-se e oa pezh a oa anvet ar gizioù Ar gizioù a oa a-bouez-tre Dougen ar c'hiz, dougen e giz Dija, evit un den pe ur vaouez eus bro vigoudenn dougen ar c'hoef, hag ar gwiskamant ha deus tu ma zad e oa ar c'hoef, koef kemper amañ ar c'hoef bourledenn Setu pa oan bihan, pa oa ur pred familh e oa en-dro din tud e-giz-se, gwisket doare bigoudenn ar re all gwisket e doare giz bourledenn ha d'an oad a dri bloaz oan aet, ma zud o doa kemeret ur gêr, feurmet ur gêr un atant, ur gêr, e bro Fouen e bro Fouen, e Pluwenn hag aze oa ur giz all a oa giz an Aven gant ur c'holier bras aze, setu an dra-se a oa un dra ouzhpenn hag ar pezh a dalveze evit ar gwiskamant a dalveze evit ar yezh da lâret eo e oa disheñvel yezh bro vigoudenn un tammig diouzh yezh bro glazik amañ ha disheñvel c'hoazh diouzh yezh bro an Aven, bro Fouen Bremañ evel-just eo diaes a-walc'h kompren an dra-se Peogwir bremañ eo bet, ma 'p eus c'hoant, kompezet kompezet an traoù gant ar radio, brezhoneg vez klevet war ar radio pe en tele, ar skinwel, evel-just ar brezhoneg a zo brezhoneg un tammig unvanoc'h an traoù zo kompezet
Short url: https://clilstore.eu/cs/9075